Staonekadur

Doareoù distagañ
Dre serriñ
Klikoù
Tarzhañ
Strakal
Entarzhañ
Fic'hal
Ruzennoù
C'hwibanennoù
Dassonennoù
Fri
Stlakat
Froumal
Tostaat
Linkus
Vogalennoù
Hantervogalennoù
Kostezennoù

Er yezhoniezh e vez implijet an termen staonekadur (saoz.: palatalization) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus daou darvoud disheñvel:

Daoust ha ma ne rank ket bezañ liammet an daou darvoud disheñvel-se, da lâret eo e kaver kensonennoù staonekaet hep ma vefe tost oute ur vogalenn a-raok, met liammet e c'hellont bezañ ivez an eil ouzh egile, da lâret eo e c'hell ur gensonenn staonekaet dont diwar ar fed m'emañ tost ar gensonenn-se ouzh ur vogalenn a-raok.

Bez' e c'hell ur gensonenn staonekaet talvezout da fonemenn dre diorroadur ur yezh a-hed an amzer, da skouer ar gêrioù [ʃ] shirt ("roched") kv. [k] skirt ("brozh") e saozneg diorroet o-daou diwar an hen norseg skyrta pe talvezout a c'hell ivez da alofonenn ur gensonenn all, da skouer ar fed ma vet distaget [ʧ] ar gensonenn /k/ dirak ar vogalenn [i] pe [e] e rannyezhoù brezhonek 'zo komzet e Bro-Wened.

Ul levezon bras en doa bet ar staonekadur war an doare m'eo aet war diorren meur a yezh dre ar bed, da skouer ar yezhoù ouralek, romanek hag ar yezhoù slavek hag ivez ar sinaeg ar c'horeaneg, ar japaneg hag ar yezhoù indezek.


Developed by StudentB